Hon istor
Kroget eo gant ur bragoù-jogging toull e c'hlin, goude gant ur jean na serr ket mui e serr-prim, hag ar sae-se a blij kalz deoc'h met re hir eo…
Distroet eo an dilhad da strad an armel…
Anavezout a rit an dra-se?
E Kwac'h Kwac'h Gwrierezh Mokkona e c'hallomp dresañ dilhad, pluegennoù, goloioù-gwele ha pluchennoù (pouezus eo ar pluchennoù) hag astenn o buhez. Gallout a reomp ivez dresañ traoù dibaotoc'h: ho koel-disheol roget e-pad an hañv, azezenn ho kador uzet gant an amzer, ho sac'h-kein hag a chom digor e serr-prim.
Na zaleit ket da ginnig ho raktresoù deomp!
Ho kortoz a reomp en Orvez gant emgav.